ISTOR BREIZH
ISTOR POLITIKEL BREIZH
Adalek an trede kantved e kuitaas Bretoned enez Breizh (Breizh-Veur bremañ) evit mont d’an Arvorig, kement-se abalamour da aloubadegoù ar Saozon ha d’ur boblañs re stank. Ganto ez eas kuit ivez sent kentañ Breizh : Kaourantin, Gwenole, Ronan, Paol ha Brieg. Dont a ra ar brezhoneg da vezañ yezh pennañ ar vro. Adalek ar seizhvet kantved e klaskas ar Franked da sujañ ar Vretoned. Ne felle ket dezho bezañ sujet gant o amezeien neuze e save reuz ur wech an amzer.
Abalamour d’an dra-se e voe anvet Nevenoe, ur rener eus Bro Gwened, kentañ dug Breizh gant Louis Le Pieux e 824. Chom a reas Nevenoe feal da Louis keit ha ma padas e rouantelezh, goude avat e renas Breizh e-giz ur gwir roue. Trec´h e voe war arme Charles Le Chauve e 845 e Ballon e-kichen Redon. Ne voe ket trawalc’h evitañ, kenderc’hel a reas hag e aloubas Roazhon, Naoned, ar Maine hag an Anjou. Neuze e voe aloubet broioù poblet gant Franked nannvrezhonegerien. Gant an trec’hadennoù-se e krog deroù istor an dukelezh e Breizh. Evit en em zizober eus ar Franked un tammig muioc’h c’hoazh e tiazezas arc’heskopti Dol o tennañ Breizh eus krabanoù arc’heskopti Tours. E bal a oa da ziazezañ un iliz emren e Breizh gant boazioù ar Vretoned.
Goude Nevenoe e poanias Erispoe, Alan Barvek hag ar re all evit ma chomfe Breizh dizalc’h diouzh ar Franked hag an Normaned. Dindan dukelezh Salaun (857-874) ez ae Breizh betek ar c’hotentin ha Laval. E 1203 evit enebiñ ouzh ar Saozon a glaske ren war Vreizh e voe dibabet gant an eskibien hag ar varoned ur Gall da zont da vezañ Dug, Pierre de Dreux e anv, lesanvet Pierre Mauclerc, ur c’hapesian anezhañ. Tu a vije bet da soñjal en dije lakaet Pierre interestoù Bro-C’hall da dalvezout e Breizh. E gwirionez e strivas da lakaat Breizh hanter hent etre Bro-C’hall ha Bro-Saoz evit ma chomfe Breizh dizalc’h hag en he brud. Gantañ e voe digaset an erminig e-giz arouez Breizh. Ur mare a beoc’h e voe e-pad ur c’hantved gant ur galloud kreñv hag emren evit an dukelezh. Goude Pierre e teuas pevar dug all : Yann I, Yann II, Arzhur II ha Yann III.
Brezel an hêrezh a grogas goude marv Yann III etre daou danvez dug : Janed Pentevr, nizez Yann III ha Yann Montfort, hanter-breur Yann III. Lavaret e vez ivez brezel an div Janed abalamour da Janed a Flandrez dimezet gant Yann Montfort. Ur brezel diabarzh e voe e gwirionez e-pad 24 bloaz etre an dud a-du gant Bro-Saoz, tu Montfort hag ar re a-du gant Bro-C’hall, tu Janed Pentevr. Skoazellet e voe tu Jeanne Pentevr gant du Guesclin, daoust da se e voe trec’h tu Montfort e emgann An Alre e 1364 : emglev Gwenrann a lakaas Yann IV, mab Yann Montfort da dug nevez.
Gant ar re Montfort e voe Breizh e barr he brud hag he galloud : oad aour Breizh a vez graet eus ar XVvet kantved. Emañ an dug « roue en e vro », neuze e ra Breizh e-giz ur stad dizalc’h, o kas war-raok e zarempredoù diplomatek ha oc’h ober e arc’hant dezhi he-unan. Al le da roue Vro-C’hall n’eo ken met ul le simpl graet war-sav gant ar c’hleze war ar c’hostez. Kaset e vez war-raok an armerzh, an arzoù, al lennegezh hag ar sevel ilizoù-meur. Savet e oa bet Skol-Veur Naoned e 1460. Dont a ra an erminig da vezañ arouez broadel Breizh.
Koulskoude emañ Charles VII o c’hortoz e dro da sujañ Breizh, huñvre pennañ ar C’hapesianed. Koll a reas arme roue Bro-C’hall e Naoned e 1487, met trec’h e voe d’an 28 a viz Gouere 1488 e Sant-Albin-An-Hiliber, e-kichen Roazhon. Dre emglev ar « Verger » sinet e-kichen Angers d’an 20 a viz Eost 1488 e rankas Frañsez II asantiñ ne zimezfe e verc’h, hêrez an dukelezh, ken met gant aotre roue Bro-C’hall.
Goude marv he zad e voe neuze rediet Anna Vreizh da zimeziñ gant Charles VIII e 1491 ha goude-se gant Louis XII e 1499. Daoust da se e chom c’hoazh Anna perc’hennez war Breizh. Karet e voe gant pobl Breizh pa oa chomet tost d’an dud. Mervel a reas e 1514 goude bezañ goulennet e chomfe he c’halon e Naoned. En despet dezhi e rankas he merc’h dimeziñ e 1506 gant François d’Angoulême, François ar c’hentañ da zont. Goude e voe neuze staget ar rouantelezh hag an dukelezh. Asantiñ a reas François ar c’hentañ da sinañ un Emglev a Unaniezh Peurbadel e 1532 o toujañ d’ar frankizoù ha da wirioù Breizh er rouantelezh. Ez ofisiel e oa an emglev un unaniezh etre div stad dieub, e gwirionez e oa kentoc’h sujidigezh Breizh da Vro-C’hall. Adal ar mare-se e klaskas Bro-C’hall sujañ Breizh da vat tamm ha tamm.
Ar rouantelezh da gentañ ha goude ar jakobinelezh a lamas gwirioù ar Vretoned, gwarezet gant an Emglev a Unaniezh koulskoude. E 1675, da skouer e voe lakaet gant Louis XIV un tell war ar paper timbr. E Breizh e krogas taolioù dispac’h gant ar beizanted diwar an dra-se. Flastret e voe an taolioù dispac’h-se en un doare taer : kêrioù distrujet, peizanted jahinet ha krouget. Adal 1689 e voe anvet ur merour e Breizh gant ar roue da waskañ un tammig muioc’h ar vro ha da ren war ur vro « na vez ket renet e-giz ar re all ». Gant an dispac’h e 1789 e voe achu gant Breizh, rannet e pemp departamant. Derc’hel da wirioù Breizh zo harpañ ar roue da soñj Bretoned zo, diwar-se e krog ar chouanted d’ober o reuz gant Kadoudal en o fenn. En XIXvet kantved e chomas Breizh er-maez eus an diorroadur armerzhel. An trede republik a ra dismegañs d’ar soñjoù broadel e Breizh (s.o. afer Kamp Conlie e 1870). Strivañ a ra da lazhañ ar brezhoneg. E 1941 e voe tennet al Liger Atlantel diouzh Breizh.
Daoust da se e chomas sevenadur ha personelezh Breizh bev en XXvet kantved. Distrujet e voe e 1932 gant ar strollad Gwenn ha Du ar monumant savet evit unaniezh Breizh gant Bro-C’hall. Ur c’hammedig war-raok a reas e 1981 ar galloud nevez e Bro-C’hall da vont war-zu anaout ar brezhoneg. N’eo ket trawalc’h a lavar an Emsav e Breizh a c’houlenn muioc’h a emrenerezh (an dizalc’hidigezh a lavar lod) evit ur vro bet dizalc’h ha pinvidik.
UN NEUBEUD DEIZIADOÙ
II-VIvet kantved : ar Vretoned o tont d’an Arvorig.
824 : Nevenoe, dug kentañ Breizh
845 : Nevenoe trec’h war Charles le Chauve e Ballon. Breizh dieub.
939 : Alan Barvek, dug Breizh. Kreñvaet an harzhoù.
1203-1341 : Ar re Dreux. An erminig. Mare a beoc’h hag a binvidigezh. Pemp dug : Per ar c’hentañ, Yann ar c’hentañ, Yann II, Arzhur II ha Yann III .
1341-1365 : Brezel an hêrezh etre Janed Pentevr ha Yann Montfort. Montfort trec’h e emgann An Alre e 1364. Emglev Gwenrann e 1365 : Yann IV Montfort, dug Breizh.
1365-1488 : Oad aour. Ur c’hantved a binvidigezh gant ur galloud kreñv evit an dukelezh. C’hwec’h dug : Yann IV, Yann V, Frañsez ar c’hentañ, Pierre II, Arzhur III, François II
1488 : Charles VIII trec’h war Frañsez II e Sant-Albin-an-Hiliber. Sujidigezh Breizh gant Bro-C’hall gant emglev ar « Verger ».
1491 : Eured Anna Vreizh gant Charles VIII
1499 : Eured Anna Vreizh gant Louis XII
1514 : Marv Anna Vreizh. He c’halon e Naoned.
1515 : Claude, merc’h Anna ha gwreg Frañsez ar c’hentañ abaoe 1506, rouanez Bro-C’hall
1532 : Emglev a Unaniezh Peurbadel etre Breizh ha Bro-C’hall
1675 : Brezel ar Bonedoù Ruz
1718 : Irienn Markiz Pontkalleg
1789 : Lamet Parlamant Breizh, lamet melestradurezh Breizh rannet e pemp departamant.
1790-1804 : Ar chouanted e Breizh
1870 : Kamp Conlie
1932 : Monumant an Unaniezh (Anna Vreizh daoulinet dirak roue Bro-C’hall, arouez ar sujidigezh) distrujet gant ar strollad kuzh Gwenn ha Du
1941 : Lamet al Liger-Atlantel diouzh Breizh